• Bloavezh mat !

    Bloavezh mat da dud an ti. 

    Yec’hed ha levenez da bep hini.

    D’an tad, d’ar vamm, d’ar vugale. 

    Ma vo eurus ar bloaz nevez !

    Da bep hini da gaout. 

    Mignoned d’e garout.

    Labour d’e vagañ. 

    Ha tud d’e skoazellañ 

     

     

     Bonne année !

    Bonne année  à la maisonnée. 

    Santé et bonheur à chacun.

    Au papa, à la maman, aux enfants. 

    Que la nouvelle année soit heureuse !

    Que chacun ait des amis pour l’aimer.

    Du travail pour le nourrir. 

    Et des gens pour l’aider


    votre commentaire
  • Perak … peogwir

    Lâr din Ploum, perak emaout o ouelañ ?

    Peogwir ’m eus poan.

    Perak ’teus poan ?

    Peogwir on kouezhet.

    Perak out kouezhet ?

    Peogwir e oa ur brank e-kreiz an hent.

    Perak e oa ur brank e-kreiz an hent ?

    Peogwir e oa kouezhet eus ur wezenn.

    Perak e oa kouezhet eus ur wezenn ?

    Peogwir e oa an avel o c’hwezhañ.

    Perak e oa an avel o c’hwezhañ ?

    Peogwir e oa fuloret.

    Perak e oa fuloret an avel ?

    Peogwir e oa glav.

    Perak e oa glav ?

    Peogwir e oa koumoul en oabl.

    Perak e oa koumoul en oabl ?

    Se, ne oaran ket!

    J. M. Salomon


    votre commentaire
  • Ar mizioù    (Eskell evit warc'hoazh  skol DIWAN Plabennec)

     

    Genver, C'hwevrer

    Yen an amzer

    Lak 'ta da loer

    Ha chom d'ar gêr

     

    Meurzh hag ebrel

    Vo ket erc'h ken

    Dous an avel

    Tenn 'ta da vantell

     

    Mae ha even

    War ar vleunienn

    Eo laouenn

    Ar wenanenn

     

    Gouere, Eost

    Tomm war an aod

    he martolod

    Lak 'ta da dog

     

    Gwengolo here

    Tomm er gwele

    Pign gant ar gwez

    Debr kraoñ kelvez

     

    Du ha kerzu

    Tal al ludu

    Tad nedeleg

     

    A zo erru


    votre commentaire
  • Vous pouvez télécharger cette chanson  ici

    N'eo ket drol 'ba'r skol

     

    Da bemp eur e son an dihuner,

    Poent eo dihuniñ evit mon da zebriñ,

    Ur c'hig ha farz, kouign-amann evit an holl,

    Ret eo debriñ kalz evit mont d'ar skol.

     

    Diskan :

    Ni a lâre war an hent 'vit mont d'ar skol,

    Ni a lâre : « ha gwir eo n'eo ket drol ! »

    War an hent ur sac'h bras war hor c'hein,

    Ni a lâre d'an holl : n'eo ket drol 'ba'r skol ! »

     

    Ar c'harr-boutin a zeu deus ar mintin,

    Ha pegen trouzous eo ar paourkaezh otobus,

    Ne ya ket buanoc'h 'vit un traktor,

    Ret eo gortoz anezhañ e-pad tri c'hard eur.

     

    Ha gant dale e tigouezh ar vugale,

    gant ar c'helenner o redek war o lec'h.

    Gant ar mammoù e seblant bezañ gentil

    Met ganeomp eo gwashoc'h 'vit un euzvil

     

    Ar brezhoneg a vo graet en ur redek,

    Ar matematikoù gant boutoù kaoutchou,

    Ar rededeg a vo echu e galleg,

    Ar gentel skiantoù gant tarzhadennoù !

     

    Barzh ar c'hantin e vez graet ar furlukin,

    Dre-forzh evañ gwin ken na vo ket ken.

    Fardet 'vo boued gant ar maouezed,

    Atav toazennoù gant madigoù.

     

    Da c'houde merenn e yelimp da bourmen,

    Digoret 'vo an nor 'vit mont barzh an Istor.

    Ne ouien ket e komze Brezhoneg

    An ostralopitek ha Loeiz XIV

     

    Da nav eur eo deuet an eur,

    Da zistreiñ d'ar gêr gant hon botoù laer.

    Al labour noz a vez graet 'pad tout an noz,

    Betek ar c'harr-boutin warc'hoazh deus ar mintin...

     

     


    votre commentaire
  • Doni, done

    Doni, done

    Setu noz ar bloaz nevez.

    Mard' oc'h kontant, me a gano,

    Ha ma n'oc'h ket, me a zihano.

    Doni, done

    Setu noz ar bloaz nevez.

    Bloavezh mat da dud an ti-mañ,

    ur bloavezh mat ha levenez,

    Avantur vat d'ar re yaouank,

    Ha d'ar re gozh presporite.

     


    2 commentaires



    Suivre le flux RSS des articles
    Suivre le flux RSS des commentaires